Taolenn
- Lizher-kinnig.
- Labourioù ar bodad-labour war an doare-skrivañ (1974).
- Petra a cheñchfe emglev 1974 er peurunvan ?
- Perak gwellaat ar peurunvan ?, gant Jean-Claude Le Ruyet.
- Arroudoù diwar "Bien prononcer le breton d’aujourd’hui".
- Respont d’un nebeud arbennadennoù.
- Kinnigoù dalif Albert Boché.
- Diviz gant Albert Boché (an destenn bet savet gantañ e 2003, chomet diembann,
eñv aet da anaon d’an 31 a viz Kerzu 2012). - Hunvre ?
- Klozadur.
Lizher-kinnig.
Kileed ker,
Fellout a ra deomp holl, c’hwi ha ni, e chomo bev ar brezhoneg ha zoken e yelo war-raok, hag ur brezhoneg yac’h. Ezhomm hon eus evit-se ag ur skrivadur hepken.
Kudenn an doare-skrivañ a c’hoari a-enep da unaniezh an Emsav, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, ar peurunvan a lak ar re yaouank (dazont hor yezh) da zistagañ fall ar brezhoneg dre levezon ar skrid. Setu perak ez eo a bouez prederiañ war ar peurunvan a rank bezañ modernaet un tamm.
1974-2015
Al labour diaesañ zo bet graet 40 vloaz zo, etre 1970 ha 1974. Kendivizoù a oa bet etre tuadoù liesseurt an Emsav, evit klask en em glevout war an doare-skrivañ. D’an 22 a viz Mezheven 1974 e oa bet savet an holl a du da sinañ un emglev war unnek poent. Evit ar peurunvan e oa Per Denez, Ronan Huon ha Léon Fleuriot. Siwazh e oa bet troc’het al lañs, ur pennadig goude-se...
Hiriv, e 2015, e c’hellomp stagañ en-dro gant al lusk-se. Ur bloavezh a bouez e vefe evit ar brezhoneg, ma teufemp da benn a beurechuiñ al labour kroget, kroget mat zoken, 40 vloaz zo.
Ar pal ne zlefe ket bezañ re ziaes da dizhout gant tud a volontez vat a labourfe en un doare skiantel, hep ideologiezh na dogmategezh. Evit-se e rankomp sellout ouzh ar yezh en he fezh e-giz m’ema e gwirionez, hep ragmennozh ebet.
Klemm a ra an Emsav a-zivout ar Stad c’hall a nac’h adunvaniñ Breizh ha degemer da vat karta europat war ar yezhoù minorelaet... An diviz diwar-benn ar skrivadur, avat, n’ema ket e dalc’h gant ar galloud politikel, mes etre daouarn tud an Emsav. Etre hon daouarn evit gwir ! Deomp, neuze, da gregiñ e-barzh gant kalon, hep gortoz un diskoulm na zeuio ket ma vez laosket an amzer da dremen hep ober netra.
Kalz a soñj dezho hon eus gortozet re bell evit klask diskoulmañ da vat kudenn an doare-skrivañ hag an holl a seblant a-du bremañ d’hen ober gant ar pal: nevesaat ar peurunvan. En diawelad-se e kasomp deoc’h an teuliad-mañ.
E 1975, Per Denez, dipitet bras gant ar re o doa divizet «paouez gant an divizoù», a skrive e penn kentañ ar pennad "Hag adarre... an doare-skrivañ !": «Morse n’on bet ken trist o kregiñ em fluenn evel ez on hiziv, an deiz kentañ a viz Mae, deiz gouel an Nevez-Hañv hag al Labour, da lavarout eo deiz-gouel ar Goanag. Morse n’hon bet ken trist peogwir e welan, dre just, ur goanag bras o steuziañ kuit, ar goanag da echuiñ gant rendael an doare-skrivañ. Peogwir eo bet kaset da get, dindan un nebeud sizhunioù, ar spered a emglev a oa bet savet a-hed tri bloavezhiad labour. (...). Sur on e oa an emglev, da vat, o tont. Sur on e vije bet degemeret an emglev-se, tammig-ha-tammig, gant an holl». Ya, dipitet bras e oa bet !
Ar pezh a vefe bet d’ober neuze e oa kenderc’hel da brederiañ war an doare-skrivañ, evit tizhout un skrivadur kempenn. Per Denez, ennañ «ar spered a emglev», n’en deus ket kredet kenderc’hel gant tud ar peurunvan hepken, siwazh !
Ar pezh a ginnigomp-ni bremañ eo kregiñ en-dro, ni tud ar peurunvan, gant an divizoù lec’h ma oant degouezhet. Ne chom ket kalz traoù da welout... (sl. ar pennad "Petra a cheñchfe er peurunvan ?")... Ma asantfe emsaverien ampart hag a volontez vat (araokourien !) en em vodañ gant ar youl d’en em glevout, e tizhfemp hep dale ar gwellañ doare-skrivañ posupl !
Soñjal a reomp er spi en doa Per Denez da dizhout un «emglev gwir ha talvoudus, ha peoc’h ar bloavezhioù da zont», ha peuc’h da vat gant kudenn an doare-skrivañ a lârfemp-ni zoken ! Ma vefe eñv bev ha yac’h e asantfe adlañsañ an divizoù hiriv an deiz. Setu ar pezh a skrive e dibenn e bennad meneget uheloc’h (p.28): «Keuz am bo d’un hunvre kaer a oa bet, da gaout erfin an unvan hag ar peoc’h. Prest e vin atav, goude bezañ bet (...en aner...) en un ugent bodadeg bennak, da glask an emglev». Ni ivez. Gant na vo ket kollet spered Per Denez !
Setu hor c’hinnig. Roit deomp hoc’h ali. Trugarez deoc’h ma c’hellfec’h broudañ ha kendrec’hiñ ar re zo e penn ar c’hevredigezhioù a bleustr war ar brezhoneg, da asantiñ reiñ lañs en-dro d’an divizoù war ar skrivadur. Prest omp da brientiñ ar bodadegoù-se ha d’ober hor seizh gwellañ evit mont war-du an emglev gortozet. Kontañ a reomp warnoc’h.
A-greiz kalon ganeoc’h,
Tugdual KALVEZ
Kadoriad Dazont ar brezhoneg
Labourioù ar bodad-labour war an doare-skrivañ (1974).
POINTS D’ACCORD ADOPTÉS A LA MAJORITÉ AU 22 JUIN 1974
•1- Ecrire b, d et g au lieu de p, t et k à la fin des mots, selon la dérivation, sans distinction entre le substantif et l’adjectif.
•2- Problème du c’h :
Ecrire c’h après ar, ur, er dans les mots commençant par k.
•3- Les terminaisons verbales :
a)- Ecrire -mp au lieu de -m (gwelomp au lieu de gwelom).
b)- Ecrire -añ (prenañ), -iñ (debriñ) au lieu de -a (prena), -i (debri).
c)- Ecrire ema au lieu de emañ.
•4- Ecrire -añ (gwellañ) au lieu de -a (gwella) au superlatif.
•5- L’article :
Ecrire un, ul, ur au lieu de eun, eul, eur.
•6- Ne pas noter les mutations s/z, f/f’, ch/j, c’h/h.
•7- Les pluriels en -ou ou bien -où:
Ecrire -où (tadoù).
•8- Le -ao-/-ô-: Ecrire -ao- (paotr au lieu de pôtr).
•9- Le -ae-/-ê-/-ee-:
a)- Ecrire dàel, dàer (dàeroù), impalàer, kàer, làer, màeron, nàer, pàeron avec àe.
b)- Ecrire -ae- dans les autres mots (aer, miz Mae, maez).
c)- Dans les verbes, écrire -ae- au lieu de -ee- ou -ê- (aet, lakaet, tostaet).
•10- Le -iv/ -ioù/ -w/ et iù... Le -ev/ -eo... Le -av/ -ao:
a)- Ecrire un v au lieu d’un o dans certains mots: levr, revr, gavr...
b)- Après une voyelle:
1. En fin de mot écrire w (braw, hiziw ou hiriw, tew, piw, liw, ataw...) sauf sav, fav (fève), gov, trev (dav ?, skrev ?).
2. A l’intérieur des mots écrire v: (bevet, bravoc’h, livet...), sauf delwenn.
c)- Après une consonne, en fin de mot:
1. Conserver le v après un l (galv, palv, malv...).
2. Ecrire o ou bien w après les autres consonnes (baro, barw ; dero, derw ; maro, marw ; mezo, mezw ; azo, azw ; ano, anw ; garo, garw ; karo, karw ; taro, tarw ; bero, berw ; ero, erw ; c’hwero, c’hwerw ; bano, banw ; lano, lanw ; bezo, bezw...)
•11- Le problème du c’h:
a)- Ecrire plac’h, plac’hig ou lieu de plah, plahig.
b)- Ecrire c’h après ar, ur, er dans les mots commençant par g.
c)- Ecrire c’h après da, ne, pa... mais écrire h après une consonne quand la voyelle qui la suit a été élidée (d’, n’, p’): ne c’hellan ket, mais n’hellan ket ; da c’houlenn, mais d’houlenn ; da c’hounid, mais d’hounid ; pa c’hellan, mais p’hellan...
•12- Problème du zh. On a abordé l’étude du zh (s/z et zh). Cette étude sera poursuivie.
Il reste en outre quelques problèmes à résoudre: le ill/ilh ; la conjugaison des verbes kaout et bezañ ; les propositions des Vannetais (pewar, teñwel, -ion...).
Pour les points non étudiés, il sera possible à chacun décrire comme il l’entend (ex.: koz/kozh ou koh...).
Testenn savet gant Ar Falz e 1974.
N’hon eus ket kavet testenn an emglev e brezhoneg.
Petra a cheñchfe emglev 1974 er peurunvan ?
Ar peurunvan ne vefe ket cheñchet e reolennoù skrivañ gant an 11 kraf votet e 1974, mes gant 4 hepken. Setu pere: ar poentoù 1, 3c (ur ger), 9a ha 10b1.
Poent 1. Lakat an dibennoù blod g, d, b e-lec’h k, t, p e dibenn ar gerioù, hep diforc’hañ an anvioù kadarn* eus an anvioù gwan.
(*)- nemet ar re a ziver e k-, e-giz tok -où ("chapeau", gant un [o] berr # tog -où = "faîte", gant un [o:] hir) ; e t-, e-giz splet -où, spletus ; e p-, e-giz strep -où, h.a. N’int ket niverus.
Hervez Jean-Claude Le Ruyet e vefe kemmet dibenn ar gerioù e 7% anezho hepken, un istimadur graet diwar geriadur Favereau. E Bro-C’hall e oa bet degaset 28% a gemmoù er c’heriaoueg e 1740, diwar diviz an Akademi (peder gwech muioc’h !). Nebeut a gemmoù, mes ur mell efed: al liammadurioù etre ar gerioù a gaver en holl frazennoù, ha berr e vefent: graet eo ; mat e vo,... Da lâret eo er yezh komzet a-bezh. A-bouez-tre eo an dibennoù blot evit ma vefe aesoc’h kelenn an distagadur reizh er skolioù.
Poent 3c. Skrivañ ema e lec’h emañ (< ema + eñv, Treger).
Poent 9a. Skrivañ àe er gerioù-mañ: dàel, dàer -où, impalàer, kàer, làer, màeron, nàer, pàeron.
Notenn: en em c’houlenn a reomp ha talvezout a ra ar boan d’ober an diforc’h etre àe hag ae, en despet d’an orin disheñvel ha d’an distagadur disheñvel ivez hervez ar rannvroioù. Alies e vez disoñjet seurt sinoù... Sk.: aer, laezh, maez / kàer, làer, nàer...
Poent 10b1. Skrivañ -w e-lec’h -v e fin ar gerioù e-giz braw, hiriw/hiziw, tew, piw, liw, ataw,... nemet e-barzh sav, fav, gov, trev,...
Ar -v dibenn e plas ar -w eo, evit Erwan Vallerie, brasañ si ar peurunvan.
Hervez Jean-Claude Le Ruyet e vefe 67 ger a vefe da cheñch o dibenn -V e -W, hep kontañ ar gerioù kevrennek savet diwar ar re-se, da skwer: blev ha sach-blev, divlev, pennad-blev, h.a. En holl e vefe 94 ger.
*********
Poentoù all an emglev zo dija er peurunvan. Da lâret eo an doareoù-skrivañ all eo o deus ar muiañ a draoù da cheñch en o reolennoù.
Perak gwellaat ar peurunvan ?
gant Jean-Claude Le Ruyet.
Lod a gred marse n'eus netra kén d'ober d'hon sistem skrivañ : parfed e vehe daet er-maez goude emgav miz Gouere 1941. N'eo ket tre evel-se e rankomp selled douzh an traoù. Strivoù oa bet graet neuze evid enkorfiñ ar gwenedeg ba'r jeu, hag araokadennoù pouezuz oa bet graet. Mez ne oa ket waet an emglew pell a-walc'h, ha setu perag e oa chomet diachu ar labour. Moian zo gwellaad c'hoazh : nebeud-tre a draoù e gwirionez (gerioù da adweled). Mez n'eo ket aze ar gudenn vrasañ. Boud ema ar gudenn vrasañ mod ar peurunvan (er stad m'ema hiziw) da skriv ar c'hensonennoù dibenn-gerioù. Aze ema an dalc'h. Perag ? Abalamour d'ur gudenn-gelenn.
Evid henn kompren e rank an dud boud akord war ar peder reolenn diazez distagadur ar brezhoneg (evid degas soñj : R1 taol-mouezh, R2 hirder ar vogalenn dindan an taol-mouezh, R3 kaletâdur ar gensonenn en dibenn absolut hag R4 al liammadurioù). Evel ma skriver bremañ, n'eus ket tu da roiñ ur reolenn sklaer evid pezh a sell douzh ar Reolenn 2. N'heller ket gouied, diwar lenn, pegen hir e rank boud ar vogalenn er gerioù brezhoneg, adal ma ne vint ket anvioù-kadarn (evid an anvioù-kadarn n'eus kudenn ebed). Pa vefe skrivet kensonennoù-dibenn an oll c'herioù brezhoneg hervez an diveradur gant ur lostger neutr e vefe sklaer an traoù. Da skwer : braz eo Dan ar Braz bremañ. Ar ger braz a zo anw-gwan amañ (braz eo) hag anw-kadarn ive (Dan ar Braz). Aez eo lâred ha gweled amañ e vez hir an -a- er ger-se pa 'n em gav dirag ur -z. Ha braz zo da skriv gant ur -z evel-just, abalamour d'an diveradoù brazig, brazez. Pa skriver bras eo Dan ar Braz bremañ e torrer kempouellded hon doare-skriv, rag hir e chom an -a-, daoust ma skriver bras pe braz. Padal n'eo ket mui lojik kén, rag plas a vez skrivet gant un -s, ha berr an -a- e-barzh. Penaoz en em gavoud er meskaj-se ?
Arabad kemer harp war an diveradoù brasaad, brasañ, brasoc'h, rag m'ema al lostgerioù -aad, -añ ha -oc'h diveradoù kaletauz ! (Ne vez ket skrivet pesked gant un -t abalamour da pesketa, mez gant un -d abalamour da peskedenn, peskeduz, rag m'ema -a ur lostger kaletauz ive (9 anezhe zo).
Neuze, sonjomp un tammig, sellomp difrom douzh ar gudenn. Petra a zegasfe d'ar brezhoneg an taol kempenn d'an doare-skriv ? Pemp tra vad a welan :
1) Lakaad kempouell ar peurunvan a-fed kensonennoù-dibenn, ar pezh a aotreo ur c'helenn kempouell ha simpl a zistagadur ar yezh. Aez e vo kelenn ar beder reolenn diazez, an eil ive enta, ha lakaad ar skolidi d'o c'hompren ha d'o lakaad da arveriñ.
2) Pa skriver kensonennoù-dibenn ar gerioù brezhoneg hervez an diveradur gant ur lostger neutr, e remerker e vez ogozig ataw ur gensonenn zous a vez kavet (evidon > evid ; blodenn > blod ; noblañs > nobl). Nemedennoù zo evel-just, mez kalz nebeutoc'h (propig > prop ; respetiñ > respet ; plasenn > plas). Meur a wezh e skriver kensonenn-dibenn ur ger bennag gant ur gensonenn zous evid aesaad an distagadur : end-eeun, kemend-all, a-hend-all, neblec'h. Mez n'heller ket ober an dra-se evid an oll c'herioù. N'eo ket ar fed-se dister pa vez anw ag al liammadurioù. E-kontrel diouzh ar galleg e vez dalc'hmad dous ar c'hensonennoù er juntadurioù dirag ur vogalenn, dirag l, m, n, r pe dirag w ha y. Neuze, adal ma vo kavet kentoc'h kensonennoù-dibenn dous er juntadurioù, e vo henchet an dud da seveniñ liammadurioù dous, kentoc'h eged liammadurioù kaled, evel ar pezh a vez klevet bremañ re liez gant an deskerion dindan levezon ar galleg.
3) Dre reoliekaad mod da skriv ar c'hensonennoù-dibenn, e tostafe ar peurunvan douzh ar skolveurieg war ar poent-se. Arouezel ar paz marse, mez talvouduz. Mar fell dimp unvaniñ hon doare-skriv e rank peb unan ober ur paz war-du an arall (ataw e chomo d'ar skolveureg d'ober an hent hirrañ). Degas a raomp soñj e oa afer an dibennoù kentañ poent-akord ar gomision he doa en em dolpet pell amzer er bloazioù 1970).
4) Boud akord erfin war ar mod da roiñ hon yezh da voud gwelet (panellaouiñ, skritellaouiñ a beb sort).
5) Favorekaad ar c'henlabour etrezimp evid difenn hor yezh pa vez en arvar braz a voned da ged. N'eo ket ar poent diwezhañ-mañ an heni disterrañ.
Arroudoù diwar "Bien prononcer le breton d’aujourd’hui".
Ne pas avoir peur du changement. Porter un regard critique sans tabou.
«A ceux qui crient au "saccage" de l’orthographe que pourrait constituer la moindre modification du Peur-unvan-1941 en l’état, on peut désigner un autre saccage: celui de la langue parlée quand il est induit... par l’orthographe elle-même ! Mais, en réalité, il est parfaitement inutile de mettre sur pied ou d’adopter un nouveau système orthographique. (...) Il faut se baser sur le système unifié existant et majoritairement utilisé, car un système unifié est indispensable au breton aujourd’hui. (...) Le travail à faire, c’est de gommer dans le P-41 ce qui, après70 ans d’expérience, se montre contre-productif».
Unification durable du breton écrit.
«On peut imaginer que cette modification est susceptible d’entraîner la fin de la tension orthographique qui épuise le Mouvement breton. En effet, cette modernisation de la graphie, cette mise en cohérence va dans le sens des points que les deux tentatives de réforme avaient avancés tant en 1955 qu’en 1975: la question des consonnes finales était tranchée en s’écartant de la règle de 1902. Ce point était d’ailleurs un point d’accord des tous premiers acquis lors des discussions sur l’orthographe des années 1970. Il ne doit donc pas poser de problèmes théoriques».
«En revanche, on peut s’attendre à ce que l’utilisation des mêmes outils performatifs libère les énergies. Or, la fin des dissensions et des désaccords dans ce domaine ne peut être qu’un signe fort donné à nos concitoyens: la nécessaire coordination des efforts que demande le développement du breton dans un moment crucial, ne peut que tirer profit d’une adhésion générale à l’orthographe du breton remanié à partir du premier modèle unifié de 1941».
Tenir compte des liaisons autant que des mutations.
«On peut considérer que la question des finales étant réglée comme proposé [écrire tous les mots sans exception selon la dérivation avec suffixe neutre], il n’y aura plus d’obstacles majeurs à un enseignement cohérent du breton, pour un peu qu’on s’entende sur les quatre règles de base de la prononciation.(...) L’augmentation du nombre des consonnes douces en finale que cette mise en cohérence apportera, ne pourra que faciliter, par effet Buben positif [la consonne finale influe sur la réalisation de la liaison par les lecteurs], la réalisation des liaisons selon l’adoucissement général du breton».
«La question des liaisons est au moins aussi importante que les mutations en terme de couleur donnée à la langue. D’ailleurs, la fréquence des liaisons est plus importante que celle des mutations: si on compare les jonctions où il y a mutation et celles où il y a une liaison, on obtient un rapport de 2 à 3, c’est-à-dire que lorsqu’on trouve deux mutations, on constate dans le même texte trois liaisons».
Le corpus des quatre règles de base de la prononciation du breton.
«Il s’agit de l’accent tonique, de la longueur de la voyelle sous l’accent tonique, du dévoisement de la consonne finale absolue [consonne sourde] et, enfin, des liaisons». «C’est par nécessité technique que ce concept de quatre règles de base a germé dans l’esprit d’Albert Boché.(...) Elles ne sont pas une invention personnelle (...), mais elles ne sont jamais présentées sous forme de corpus cohérent. Or, c’est cet aspect même de la question, sa cohérence, qui lui ouvre des perspectives pédagogiques et didactiques nouvelles et fécondes».
Jean-Claude Le RUYET
Respont d’un nebeud arbennadennoù.
1- N'eo ket ar mare da gemm traoù en doare-skrivañ.
Biken ne vo ar mare mat da reizhañ an doare-skrivañ evit ar re na fell ket dezho cheñch un dra bennak hag evit gwellaat ar peurunvan e vefe. Per Denez, Ronan Huon ha Leon Fleuriot o doa kavet e oa deuet ar mare, etre 1970 ha 1974, da gempenn ar skrivadur. Kazi echu eo al labour graet ganto, tri cheñchamant hepken e gwirionez hag un nebeud gerioù a chom c’hoazh da vezañ adwelet ganeomp evit peurechuiñ o labour. Deuet eo poent da glozañ da vat afer an doare-skrivañ !
Lavarout « ez eus mallusoc’h d’ober » eo anzav -hep hel lâret sklaer- ez eus ur gudenn gant an doare-skrivañ hag e vo ret reizhañ ar skrivadur ur wech bennak. Muioc’h e vo gortozet, diaesoc’h e vo d’ober. Dav eo, neuze, kas da benn an adreizhadur-se an abretañ ar gwellañ: bremañ !
2- N'eus skrivadur ebet disi.
Gwir eo, mes ur wech laket da dalvezout an tri c’hraf votet ganto ha kempennet ganeomp ar gerioù da welaat o skrivadur, hon defe ar gwellañ doare-skrivañ posupl ! Ha krediñ a reomp, e-giz Per Denez e 1975, e vo «degemeret an emglev-se, tammig-ha-tammig, gant an holl», zoken ar re na reont ket gant ar peurunvan hiriv an deiz, ma kasomp anezhañ da benn gant skiant.
3- N'eo ket an doare-skrivañ ar poent pennañ da gas da benn.
Ur skoilh eo ar peurunvan e-giz m’ema evit deskadurezh ar brezhoneg er skolioù, ar skrivadur hag al liamm gant an distagadur. Sl. pennad Albert Boché. Ar vistri hag ar gelennerien a rank ober bemdez gant ur benveg diechu e arnevezadur, a c’hell bezañ gwellaet aes-tre gant an divizoù degaset gant Per Denez, Ronan Huon ha Leon Fleuriot. A-bouez eo stummañ brezhonegerien nevez gant ur benveg nevesaet da vat.
«Ar bedagogiezh eo ar poent pennañ: penaoz treuzkas ar yezh an efedusañ a c’hellomp ? Ur yezh vew zo ur yezh komzet. Neuze e kont kalz an distagadur. Heni ar galleg a bouez dija war brezhoneg ar re yaouank (ha pas ar re yaouank hebken, siwazh). Pleustriñ war ar beder reolenn* (reolennoù n’int ket re ar galleg just a-walc’h) ha reizhañ a-fed doare-skriv ar pezh zo faoz, a ray dorn d’ar gelennerien, rag adal neuze e vo kempoell ar brezhoneg: ul liamm sklaer a vo etre ar pezh a vo skrivet hag an distagadur gortozet». JCLR. _ Skwer: blod gant un o hir [o:] # klot gant un o berr [o].
(*)- Sl. anezho e pennad Albert Boché.
4- Kuzul Ar Brezhoneg en deus kement a labour ma ne c’hell ket gouestlañ amzer d'ar c’hinnig "nevesaat ar peurunvan".
N’hon dez nemet an amzer a vez kemeret ganeomp, a vez gouestlet d’ar pezh hon eus divizet ober. Un afer a choaz eo. Kavet e vez atav amzer evit ar pezh zo pouezus evidomp.
Ha ken nebeut a dud ’vefe e K.A.B. ? Ar pezh zo bet posupl 40 vloaz zo ne vefe ket kén, bremañ ma ’z eo kazi echu al labour ? Etre 1970 ha 1974 e oa bet tu da gavout ingal tri den eus tu ar peurunvan da gemer perzh er bodadegoù, d’ur mare ma ne oa implijad ebet paeet d’ober al labour evit K.A.B.
Kaset o deus da benn, an tri den-se, an adreizhadur diazez (tri foent hepken, an 8 poent all a denn d’ar skolveurieg), ne chom nemet gerioù zo da gempenn. Ne zlefe ket goulenn kalz amzer da beurechuiñ al labour etre tud ampart hag a volontez vad. An tri foent-se, bet studiet a-dost ha diskoulmet gant Per Denez, Ronan Huon ha Leon Fleuriot, tud desket, mailh war ar c’helenn, atebek, a zlefe bezañ degemeret hep kudenn gant K.A.B. Ha deomp da gempenn un nebeud gerioù.
♦- Met, evit gounit amzer, e c’hell hor bodad-studi prientiñ dre ar munud pep kraf da studiañ ha kas hor c’hinnigoù dre ar genrouedad. Nebeud a vodadegoù a vefe ezhomm e-giz-se. Tu a vefe da K.A.B. fiziout e daou zen desket hag a volontez vat teuliad an doare-skrivañ, dezho da genlabourat ganeomp war ar gudenn.
5.- Petra a vo graet gant al levrioù embannet e peurunvan 1941 ?
Ur cheñchamant doare-skrivañ zo c’hoarvezet dija e 1941 ha koulskoude e c’hellomp lenn atav al levrioù embannet e K.L.T. kozh. Padal, ar cheñchamantoù zo bet kalz niverusoc’h e 1941 eget ar re a zegas emglev 1974 (tri foent hepken): dreist-holl an dibennoù ger -V > -W ha -K, -T, -P. > -G, -D, -B.
Tu ’vo da lakat el levrioù embannet e peurunvan 1941 ur follenn da resisaat an diforc’hioù degaset e 2015...
Tu zo ivez d’en em glevout war an doare da lakat da dalvezout an adreizhadur nevez. Da skwer: an tri foent meneget uheloc’h sevenet diouzhtu er c’helaouennoù, d’ober un taol-esa, ha diwezhatoc’h, gant an holl, gant ar gerioù kempennet, ur wech ar re-mañ bet studiet...
Deuet eo poent bras da gempenn ha nevesaat ar peurunvan. Ur jediñ ekonomikel war un termen berr a c’hoari a enep d’ar brezhoneg en dazont. Nac’hañ gwelaat ar peurunvan bremañ eo kas an emglev da ouel sant Bikenig ha lakat muioc’h ar brezhoneg en arvar. Dav eo deomp divizout gant kalonegezh en amzer-vremañ hag atebegezh e-keñver an dazont.
Gouzout a reomp ne blijo ket hor c’hentodenn da dud zo, met hen sammañ a reomp, o c’houzout e vimp trugarekaet goude-se, gant lod d’an nebeutañ, ma vez sevenet an adreizhadur. Ne c’houlennomp ket kement-se, ober a reomp hon dever nepmuiken.
Ar Bodad-studi
Dazont ar Brezhoneg
Kinnigoù dalif Albert Boché.
Anavezet em boa anezhañ e 1959, mes kroget em boa da genlabourat gant Albert Boché abaoe ma oan bet kaset da gelenner da skolioù mistri ha mestrezed Gwened, e miz Gwengolo 1967. Pa oa deuet da vout kazi dall e oan deuet da vezañ e-giz e sekretour, an aliesañ dre bellgomz. Er mare-se en doa goulennet ganin enrollañ anezhañ, evit lakat war ar paper e vennozhioù e-keñver ar brezhoneg. Graet e oa bet en e di d’an 11 a viz Mezheven 2003. Mes, ne felle ket dezhañ e vefe strevet e ginnigoù dre ar Vro keit ha ma ne vefe ket prest an Emsav da studial anezho gant ur spered digor. Bizskrivet em boa anezho ha dalc’het a gostez, o c’hortoz donedigezh ar mare mat.
Aet eo Albert Boché da anaon d’an 31 a viz Kerzu 2012. War wellaat e aet an darempredoù etre emsaverien a bep seurt tuadur er bloavezhioù paseet. Poent eo, d’am soñj, lakat da c’hoût e ginnigoù evit broudañ an dud a volontez vat da glask mont war-raok war-du un emglev diwar-benn ar yezh hag he skrivadur.
Ar pal n’eo ket sevel un doare-skrivañ nevez, mes gwellaat ar peurunvan. Lakat ar skrivadur da glotañ mat gant an distagadur. Evit-se, labourat en un doare skiantel ha n’eo ket ideologel ("Ar yezh zo neptu", a lâre eñv), hep ragmennozhioù. Ur studiadenn a-stroll diazezet war ar yezh e-giz m’ema, war bonvoud ar brezhoneg, ma fell deoc’h, war spered ar yezh, ha, dre se, dont da benn da gaout un doare-skrivañ hepken, a aesao war-un-dro distagañ mat ar brezhoneg hag hen skrivañ aesoc’h.
Setu soñj Albert Boché. A-hed e vuhez stourmer en deus maget an hunvre, e-giz kalz tud all: degas ar Vretoned d’en em glevout en un doare poellel war an doare-skrivañ ha, pelloc’h, war hor yezh en he fezh.
Tugdual KALVEZ
Diviz gant Albert Boché
(an destenn bet savet gantañ e 2003, chomet diembann,
eñv aet da anaon d’an 31 a viz Kerzu 2012).
1.- GWENEDEG HA K.L.T.
Ar pal, din-me, kaout ur skritur / skrivadur / un doare-skrivañ a zere gant ar yezh, hag a ra skeudenn ar yezh evel m’ema (ne gomzan ket eus ar rannyezhoù) ha neuze a lakfe posupl kaout un distagadur mat, standard, gant ar memes reolennoù evit ar c’h/ KLT hag ar gwenedeg, nemet pemp tra bennak zo gwenedeg:
-ou / -aou zo liester (taoliou/taolieu), -i / -ein (debri/debrein), ZH se zo e-barzh ar skritur dija, n’eus forzh penaos. Lakomp c’hoazh an doare divizout -fe ha -he, met me lakfe -he evit komañserien e gwenedeg, met a-benn ar fin ar Wenedourion a gompren mat-tre -fe (me’lârfe, me ’rafe, me’yafe). Oa / oe a ya hag a za ; lod eus ar Wenedourion a lâr oa (un tamm koad ; e Melan, Gilligomarc’h, h.a. e vez lâret oa) ; ouzhpenn kement-se e KLT e vez lâret oe ivez, e-barzh ar Vro Vigoudenn hag e-barzh ar Vro Fanch ivez. Da lâret eo oe ha oa zo gwenedeg ha KLT. Skrivet e vez oa, ne vern ket penaos, nemet gant un nebeut Gwenedourion...
Un dra zo lec’h m’ema ar wirionez istorel gant ar Wenedourion: al liester -eier/-aouier/. Me gred e vez arabat koll an -aouier-se peogwir ema e brezhoneg ar Grennamzer : parkaoù, parkaouier (-aoù + -ier) ; e KLT, parkoù ; parkeier. A-wechoù e vez kavet -aou e KLT ivez : gouloù, goulaouenn, gouleier ; e-barzh ar gwenedeg ema : goulaou, goulaouenn, goulaouier. Me gred e ve dav derc’hel an dra-se e gwenedeg ha zoken tud ar c’h/KLT a gompren parkaouier, goulaouier, h.a. Traoù a seurt-se e vez posupl sellet oute. Setu an afer a KLT ha gwenedeg.
Traoù zo, hiniennoù zo, zo mat, istorel e-barzh ar gwenedeg ha n’int ket e KLT, e-barzh al leoneg atav. Da skwer: breudeur e Bro Léon, breuder e gwenedeg, breudor e lec’h all. An eil -eu, e Bro Léon, zo deut diwar levezon an hini kentañ (evel duhun evit dihun e pourleteg) ; an -er-se a vez kavet e-barzh tier, un doare liester eo. Kavet e vez e kembraeg ivez : brodyr. Ouzhpenn bezan etrerannyezhel, etrekeltek e vefe ar skritur.
Kontrol ha kontrel zo memes tra. Ne vez lâret kontrol nemet e Bro-Leon, e lec’h all e vez lâret kontrel : Keme, Treger, Pourlet a lâr kontrel ; ar c’hontrol-se zo dibosupl evit Gwened ar reter lec’h ma vez lâret kontrél ; kontrel a ya evit an holl.
Memes tra zo evit -erion hag -erien. Ar peurunvan en doa degemeret -erion ; abalamour da se e vez lâret Bodadeg Ar Sonerion. Siwazh, p’en deus graet Kervella e yezhadur bras, n’en deus ket heuliet ar reolenn, evit un abeg toull : gwelloc’h eo lakat -erien, rak e-barzh -ien ez eus un E a vez kavet e-barzh tier hag un nebeud liesterioù a seurt-se, -ien zo hañvaloc’h da -er eget -ion... Ha -ion a vez kavet e-barzh ar c’hembraeg hag ar c’herneveg. Ha "Preder"a ra gant -ion.
Ouzhpenn kement-se, pa vez skrivet dañserion ema aes-tre lâret dañserien ’barzh KLT, peogwir, pa vez skrivet komision e vez lâret komisien ; pa vez -ion e vez lâret -ien dalc’hmat. An dibenn-se a ya gant ar c’h/KLT, met -ien ne ya ket gant reter gwenedeg : n’eo ket posubl lâret dañserion pas vez skrivet dañserien, met posubl eo lâret dañserien pa vez skrivet dañserion.
Ur perzh d’ar c’h/KLT eo lakat /Ø/ e-barzh an dibenn ne vern pe vogalenn e vefe (da skwer e gerioù evel: ledan, gortoz, butun, bandenn).
Traoù a seurt-se a vez posupl peogwir e oa bet graet ur gendael e-barzh Gwened evit gwelout penaos e vefe moaien tostaat douzh ar gwenedeg. Ha neuze e vefe tostaet d’ar c’hembraeg war un dro. Mod-se, marse, e ve aesoc’h lakat Gwenedourion zo d’en em santout e-barzh an afer ; mod all en em santont a-gostez un tamm.
2.- GWELLAAT AR PEURUNVAN
Un hentenn: me ’vefe a-du da vont diar ar peurunvan ha gwellaat anezhañ. Leuskel an daou S a-gostez, zo "kontreversus" kenañ. Aze en deus graet Ar Falz ur fari hag an UDB ivez. Divizet e oa bet cheñch skritur e-pad an hañv 1974, e-barzh Sizun, ha Morvannou a oa bet paket berr (e Mae pe Mezheven) gant Assimil da skrivañ e levr, a oa d’ober a-raok fin ar bloaz. Ha Morvannou en doa degemeret ar pezh a seblante o vont da vout degemeret gant ar gomision-se. Met ne oa ket bet divizet an daou S rik, met divizet e oa bet e oa pevar zra: S, Z, SS ha ZH. Lod a ginnige an daou S evit ober an diforc’h etre SS hag S ha Z, lod a ginnige derc’hel S evit SS, ha lakat Z ha Z tokig (ž) evit an diforc’h etre, da skwer, deiž ha noz (an tokig evit diskouez ne vez ket distaget ar Z leoneg-se, deuet diwar an D e-barzh an henvrezhoneg: deiz < did ; noz a oa nos dalc’hmat: henvrezhoneg, brezhoneg krenn ha kembraeg bremañ. Met e-barzh ar brezhoneg ema deuet an S-se da vout Z. Hag aet eo kuit nemet e-barzh Bro Léon: du-se S ha Z zo memes tra e "noz-deiz".
Neuze, klask ober an diforc’h mod-se dre ar pevar dra-se, me ’vefe a-du da ginnig e vefe degemeret an dra-se diwar al leoneg, evel m’ema e-barzh ar peurunvan, da lâret eo S evit /s/, Z evit deiz ha noz. An dud a zistagfe ur Z pe ne rafent ket, evel ma karfent. Marteze e vefe posupl lakat an dud en em akordiñ a-zivout an dra-se : klas gant S, deiz gant Z ha noz gant Z. Met, neuze, evit bout kempoellet, e vefe dav neuze ivez ober memes tra evit tout ar gerioù, anvioù-gwan, anvioù-kadarn: skrivañ braz gant Z evel noz, rak ar memes Z eo (en henvrezhoneg e veze skrivet an daou gant un S).
Traoù digempoell zo chomet e-barzh ar peurunvan: ma vez skrivet bras gant un S, daoust m’eo ur Z, peogwir e vez lâret brazig, brazez, perak e vez skrivet nevez gant ur Z, pe ruz, pe kriz, pe druz ? Ma vez skrivet bras gant S eo dav skrivañ neves gant S ivez. Met, ne vez ket skrivet neves gant S dre ma sante an dud, memes tra, ema ur Z eo. Z eo bet dalc’hmat, pe D (-dd e kembraeg). Ouzhpenn-se ne vez ket distaget ar Z-se (nemet e Bro Leon): neve, ru, kri, dru. Da lâret eo, ema ar Z-se evel an hini a vez kavet e-barzh deiz. Un deiz nevez, ba Leon ; un de(i) neve, ba lec’h all. Neuze e tle bezañ skrivet braz gant Z, evel nevez ha druz.
Hep ober an diforc’h etre an anv-gwan hag an anv-kadarn, ar yezh ne ra ket an diforc’h. Perak e vefe graet, ijinet er skritur ? Leun a skwerioù zo: an anv-kadarn toull a vez skrivet evel an anv-gwan toull... Perak ne vefe ket graet gant bras ? An dra d’ober zo skubañ kuit tout an traoù digempoell. Mod all ne vefe nemet krouiñ diaesterioù artifisiel e-barzh ar yezh ha n’emaint ket e-barzh. Se ne zegas resister ebet. An diforc’h-se zo bet graet dre fazi e 1908 e-barzh ar c’h/KLT: ne ouie ket an dud petra ’oa fonetik ar brezhoneg. An hini en deus sklaeret an traoù-se e oa Falc’hun dre ardivinkoù. Evidon-me, e ve dav, evit lakat emglev etre an dud, skarzhañ tout an disemglevioù zo bet abaoe ar brezel hag ober un delwenn da Roparz Hemon ha da Falc’hun, kostez ha kostez. Unan en deus stourmet evit unvaniñ ar yezh hag an all en deus graet memes tra evit skriv ar yezh hervez fonetik ar yezh. Met, pezh zo, Falc’hun ’oa aet re bell p’en deus lamet kuit ar C’H ha ramplaset anezhañ gant un H, se n’eo ket posubl. N’int ket memes tra e-barzh ar brezhoneg (sl. merc’hed # gwerzhet em eus ma zi)...
C’hoazh : ur mad hag ur fall ; Matilin an dall, un dall ; un den diglod gant D, koulskoude eo un anv-gwan (klod = gloire), setu un diglod. Ne vez ket james forc’hellek an traoù pa vez skrivet un anv-gwan evel un anv-kadarn...
Talet o doa krenn (Falc’hun ha Roparz Hemon) kalz ouzh ar ZH ; ar ZH memestra zo un arouez a unvanidigezh ar yezh. Re se a oa chomet aheurtet war an traoù-se ha deuet da vout enebourien (opposants) ma ne oa ket enebeiled (ennemis). Hag an traoù zo chomet sonnet mod-se abaoe hag emaint atav e-barzh penn an dud. M’hon efe gallet lakat an dud da welout ar yezh evel m’ema, hep sellout doc’h tout an traoù zo en dro d’ar yezh ha kaout un emglev a-zivout an traoù-se, sur e vefe difaset kuit ivez ur bern santimantoù enebour etre an dud. Se zo ma hunvre abaoe ’m eus komañset d’ober war-dro ar brezhoneg, da lâret eo ar bleadoù 50 ; ha pa oa deuet ar gomision-se d’ar ble 74, me lâre a-benn ar fin marse e vo tizhet ar pal. A ya, met c’hwitet an traoù dre faot Ar Falz hag UDB !
An diforc’h etre an anv-gwan hag an anv-kadarn: ne vez ket atav dibabet mat ar gerioù diveret. Aze ’ma an afer. Ha me gred e oa dre faot ar Wenedourion. E-barzh an anvioù-kadarn e vez skrivet ar gensonenn dibenn hervez an diveradur. Ur ger a vez diveret diwar un all pa vez laket ul lostger: sk. e galleg grand > grandir, grandeur ; ha koulskoude e vez lâret ganto un grantenfant ; ma vefe degemeret an distagadur e vefe laket T er fin, met ne vez ket dalc’het kont eus an distagadur-liammadur, met eus an diveradur: > D. Lâret e vez /logot/, met skrivet e vez logod, en abeg da logodenn ; perak, neuze, e vez lâret logota ? Dav eo derc’hel kont eus levezon al lostger. Sl. ivez tud, tudoù, met tuta. Skrivet e vez logoTA, abalamour e oa HA, en amzer gwechall, an A-se: -d + h > T ; an H a zivouezh ar gensonenn. An HA-se a oa bet SA un amzer zo bet ; an S zo aet da vout H hag an H zo aet kuit, met en ur galetaat ar gensonenn: logota. Memes mod e-barzh pesketa. Ne vez ket dalc’het kont eus an A-se evit ar gensonenn dibenn dre m’ema ul lostger kaletaus. Al lostger-se a galeta en sistematik ar gensonenn. N’heller ket lakat an A-se goude B, D, G, Z, J, V (c’hoazh V ’vez W alies), laket e vez ur gensonenn galet: P, T, K, S, CH, F.
Evit un anv-gwan eo memes tra. Kemeromp blod, a ra blodenn ; met lâret e vez blotaat. An -AAT-se zo kaletaus, a oa -HAAT, hag ema -HAAT c’hoazh hiriv an deiz e-barzh ar pourleteg, evel e brezhoneg krenn."Renouveler" a vez lâret nevehaat ; "épaissir" = tevhaat; douraat zo dorhaat. An -AAT-se, goude m’eo aet an H kuit, a galeta an D da T. An -AAT-se evit un anv-gwan a ra ar memes efed eget -a evit un anv-kadarn. Neuze e tle bout sevenet ar memes reolenn.
Al lostgerioù kaletaus zo: -a evit an anvioù-kadarn, -aat evit an anvioù-gwan, -añ evit ar superlatif hag -oc’h evit ar c’homparatif ; ivez -at (e Treger) evit an estlamm: na bravat un ti ! (ne vez ket implijet alies).
Neuze, -añ a oa -hañ (ema c’hoazh e pourleteg: an nevez hañv) ; araok e oa -sañ aet da -hañ > -añ. ; lec’hioù zo n’eo ket bet friet = -a. Skrivet e veze -ff e brezhoneg krenn : henanff = henañ, hena. E-barzh ar peurunvan e oa bet divizet degemer -añ ha n’eo ket -a: ar brasañ, dre m’ema etimologel -añ. Moarvat, diwar patrom an -añ-se ema aet -oc’h da vout kaletaus ivez. Skwer: brasoc’h bras (ha n’eo ket “brasoc’h brasañ”). Gant al lostgerioù kaletaus n’eo ket posupl gouiet petra eo ar gensonenn wir ; ne ziskouezont nemet ur gensonenn galetaet. Dav eo degemer ul lostger neptuek.
Bez ez eus lostgerioù kaletaus, met ar re all zo neptuek holl. N’eus lostger blotaus ebet. Roparz Hemon en deus faziet war ar poent-se. Skrivet en deux un tu bennak : -ig/-ik zo ul lostger blotaus. Kavet e vez e geriadur berr embannet gant Hor Yezh, an displegadenn-mañ : « -ik diminutif d’adjectifs ou d’adverbes ; bihanik, assez petit, le suffixe -ik fait généralement voiser la consonne précédente ; madik, assez bien, assez bon, de mat, bien, bon ; aliezik, assez souvent, de alies, souvent ». Hag evit displegañ dousig, da skwer, en deus skrivet R.H.: « Il y a des exceptions ». Perak e vez lâret dousik ha brazik ? E gwirionez dibenn bras so ur Z hag hini dous un S (diwar ar galleg C: douce ; pa vez C pe SS b’ar galleg _sk. tasse_ e vez kavet S b’ar brezhoneg ; pa vez un S e galleg e vez kavet Z e brezhoneg). Lâret e vez brazik, met brazez ivez ; neuze, -ez a vlota ivez ? Tamm ebet, re-se zo neptuek tout hag ar re all zo kaletaus. Faos eo ar sistem.
Ma vez skrivet mat hag e vez lâret madig, n’eo ket peogwir e vez blotaet an T gant -ig : madig zo evel madoù, madelezh, ha netra kén ; D eo ar gwir gensonenn. Ar ger a zle bout skrivet mad diwar an diveradur. Mat a vez kavet e-barzh matoc’h, evel just, ar matañ, war vataat: aze e kaver dalc’hmat al lostgerioù kaletaus. Souezhus eo, met kavet e vez ivez -T e- barzh matezh, ha koulskoude -ezh n’eo ket kaletaus ; met, peurchañs, eo dre ma vez lâret: hennezh zo ur mat da labourat !, hounnezh zo ur vat ! Hag aze ema mat (-a- berr) , ha n’eo ket mad (-a- hir). Neuze, ar vatezh e oa dav dezhi bout ur vat da labourat, moarvat, dre ma oa ur vat, ema chomet ur vatezh. E-barzh ar peurunvan n’eo ket posubl ober an diforc’h peogwir ema redius lakat T. Un aval mad: n’eo ket posubl goût ma vez mad a-raok tanva anezhañ ; un aval mat: hennezh a vez gouiet e vez mat dre sellet outañ (une belle pomme: brazik mat ha brav da welet). Mat ne hell ket bout doareenner, attribut ; mat a vez dalc’hmat stagenn- doarean, épithète : hemañ zo un aval mat ; an aval-mañ zo mad. N’eus ket kalz a c’herioù zo mod-se ; peurchañs n’eus nemet mad ha mat.
3.- DISTAGADUR AR BREZHONEG
Ar brezhoneg zo ispisial evit an dra-se: ar skritur a ya gant an distagadur. Peder reolenn distagadur zo da zeskiñ d’ar re a zesk brezhoneg, peder reolenn fonetik ar brezhoneg:
1/. Ur gensonenn dibenn a vez distaget kalet, divouezhet, pa ne vez netra goude, pe ur virgulenn, pe ur pik, pa vez un arrest (finale absolue) ; amañ n’eus diforc’h ebet etre ur gensonenn vlot pe ur gensonenn galet. Sk. klevet e vez un T e-barzh mad. Ar reolenn-se a levezon distagadur ar vogalenn: daoust ma vez distaget kalet b’ar fin, e vez hir ar vogalenn ma vez skrivet blot ar vogalenn, ha se en ur lâret, evel-just, e vez skrivet ar gensonenn diwar an diveradur. An diveradur hag an distagadur a ya asambles. Sk. Ma:d /mat/,...
2/. Pa vez heuliet ur gensonenn dibenn gant ur gensonenn galet e vez distaget kalet ; pa vez heuliet gant ur gensonenn vlot e vo distaget blod, nemet e vefe ur sandhi (sk. lagad kriz / lagatkris/ ; lagad du > Lagatu (anv den), idem ed du /etu, itu/ e teu da vezañ un anv, pa vez lâret alies ; Log Gwenole > Lokwenole ; lavarit din /lavaritin/). Met dre vras, pa ne vez ket traoù lâret alies mod-se, e vez blotaet pa vez da skwer L, M, N pe R (ur gensonenn na galeta ket) e vez blotaet ar gensonenn : sk. tokoù ; tok Loeiz /togloeis/.
3/. Pa vez heuliet gant ur vogalenn e vez blotaet ar gensonenn dibenn. Pa vez blot dija e vez distaget blot, evel just (sk. tad Loeiz) ; pa vez kalet e vez distaget blot ivez (sk. tad Armans /tadarmans/ ; Tok Arzhel /togarzel/).
4/. An taol-mouezh a vez war ar silabenn eil diwezhañ, nemet er gerioù taol-mouezhiet war an dibenn (roll da sevel ; sk. donemat, a-hend-all, ganin, ganeoc’h, h.a.). Sk. Bugale, bugul, bugulion, ha gwenedeg pe KLT e vefe ! N’eus diforc’h ebet, peogwir e vez komprenet kenkoulz gant ar Wenedourion pa vez distaget mod-se, perak neuze mont da zistagañ evel ar galleg ? E gwenedeg e vez an taol-mouezh war an dibenn evit an hanter eus ar gerioù hepken, gwelloc’h advrezhonekaat an hanter-se.
Hir e vez ar vogalenn pa vez dirak B, D, G, Z, J, V, L, N hag e vez taol-mouezhiet. Ur vogalenn evit bout hir a zle bout taol-mouezhiet (bugale, bagadoù) ha pa vez heuliet gant ur gensonenn eus ar roll-amañ a-us, pe R, met evit an R ema ispisial (a-wechoù e vez hir, a-wechoù e vez berr), ne vez ket splann: karr, berr, hir, bir,... distaget e vez memes mod -R pe -RR. Pa vez R e-barzh kreiz ur ger, un dra hepken zo sur: pa vez ur ger a echu gant ul lostger kaletaus, neuze e vez berr ar vogalenn. Degas a ra alies daou R e plas unan: hir, hirraat. Pa vez laket un anv-gwan goude un anv-kadarn, e vez an taol-mouezh war an anv-gwan ; skwer: bra:z, de:n ; met, un den bra:z. A-wechoù memes tra e vez un tammig hir etre an daou: sk. bugale, met bugale vi:han. Ne vez ket ken hir an taol-mouezh war -ga- ; aze e vez an taol-mouezh e-barzh ar frazenn, n’eo ket war ger-mañ-ger.
Sk.: ’labour, a’badenn, bag, bras, krazh, noz, ’savet, ’kavet,...
Liammadur : tad Pêr /ta.tpè:r/ ; tad Loeiz /ta.dloeis/ ; lagad du /’lagad du/, met /lagatu/ gant sandhi. Log Gwenole > /Lokwenole/...
Ar vogalenn E a vez berr dirak -C’H an aliesañ ; ar vogalennoù all a vez berr atav.
Ema an diveradur memes mod en anv-verb hag en anv-gwan-verb, en anv-kadarn hag en anv-gwan. Skwer: darvoud vb. > anv-kadarn darvoud-où ; vb. boud > ur boud, anv ; anavout > anaout > anaoudegezh. Gweloud, kousked, h.a. a rank bezañ skrivet gant un -d, evel en anvioù-kadarn. Hag an anv-gwan-verb zo memes mod: sklaeriañ, sklaeried, skleridi (initié = an den zo bet sklaeriet gant unan bennak) ; an anv-gwan-verb (sklaeriet) zo bet implijet evel anv-kadarn > sklaeried.
Ar peder reolenn amañ a-us ne c’hellont talvezout nemet ma vez skrivet ar c’hensonennoù dibenn hervez an deveradur reizh. A-hend-all e vefe faos ar reizhiad e-keñver distagadur ar yezh. Sk.: ar ger skrivet "blot" e peurunvan, a vez distaget /blo:t/ ha n’eo ket /blot/, ha deveret e vez blodenn outañ ; an dibenn a rank bezañ -d. Idem: plad < pladenn h.a.
Neuze e chom kudenn an daou M : n’eus ket daou M ebet, n’eus nemet un M, met er c’hontrol e vez LL, NN. A-benn ar fin, nebeutoc’h a zaou M zo, er peurunvan, eget un M hepken ; n’eo ket diaes lakat un M partout.
-Gerioù geriadur RH gant un M hepken: abalamour, am-, amañ, ardamez, bam, bamañ h.a., binim, boem, boufam, bremañ, chem, chiminal, dam-, damant, damez, dastum, dimez, dimezell, dremedal, em, filimiñ, film, frim, froum, grem, gwiskamant, hamell, hemolc’h, jamez, kemer, kimiezh, koulm, kuzumiñ, lamet, lemel, memes, nam, nemet, nemorant, pemoc’h, prim, rom, roman, skoulm, spoum, stomok, stramet, tamall, tamouez, tramgarr, tréma, tuzum,...
-Gerioù all da skrivañ gant un M hepken: binim, boem, bom, bram, chom, dastum, dram, drem, elum, flam, flem, fram, frim, from, kam, kem, klem, kom, kouloum, krom, kustum, lam, liam, lom, mam, plom, prim, rem, rum, sam, skram, som, spoum, stam, stum, tam, tamig, tom, trum,...
NN: e geriadur RH, n’eus nemet emen, men, da ven a vez skrivet gant un N hepken e-lec’h daou: e-menn, ’menn (= e-pelec’h), da venn (= da belec’h), met ur fazi gwenedeg e oa (skrivet en deus evel ma oa b’ar gwenedeg). Sl. tenn, lenn,...# den, kren,...
N / NN :
bran, don, den,... # bann, lann, nann, tenn, lenn, menn,...
Kan # kann ; man # mann ; ran # rann ; tan # tann ; son # sonn ; ton # tonn,...
L/LL :
chal, pal, hal, tal,... # fall, Gall, galleg, mall, koll, toull,...
Mel # mell ; keloù # kelloù,...
Notennoù
Un diforc’h zo etre implij ha, daoust ha ha daoust hag eñv, evit ober un aters: daoust hag eñv + verb displeget; gant daoust ha ne vez ket laket ar verb displeget just goude. Skwer: daoust hag eñv en deus plijet an erc’h dit ? Daoust ha plijet en deus an erc’h dit ? Ha gwir eo an dra-se ?
Rak = "car" (conjonction de coordination) # peogwir = puisque (conjonction de subordination). A-wechoù e vez implijet Peogwir e plas Rak, hep lakat ar verb displeget goude, hag ivez a- wechoù e plas "parce que" (rak ma, dre ma). Diaes e vez, a-benn ar fin, stourm douzh levezon ar galleg, zoken pa vez ar brezhoneg yezh-vamm evel m’ema din-me…
Ne vez ket taol-mouezhiet ’m eus, nag eo: lâret ’m eus an dra-se ; brav eo an amzer.
E fin ur ger, goude -n pe -m, e rank ar gensonenn bezañ unan stankus divouezh (occlusive sourde): K, T, P ; sk.: bank, stank (-nk) ; hent, fent (-nt) ; kampr, timpr (-mp) ; sl. /kampeier/, / timchou/...
Albert BOCHÉ
d'an 11/06/2003
Hunvre ?
Hunvreet ’m eus e oamp holl
azezet tro dro d’an Daol Grenn
Ronan, Leon ha Per o ren,
ha ni o selaou a-stroll.
_ Emglev pevarzek-ha-tri-ugent,
a-unvouezh zo bet gwiriekaet
’vit nevesaat ar peurunvan.
Ar peurunvan nevesaet
a vo skrivadur pep unan,
hiviziken ha da viken !!!
Ha ni holl da youc’hadenniñ,
d’en em vriata,
d’en em laouenaat,
leun a levenez ennomp.
Diskoulmet eo ar gudenn milliget !
Digor an hent d’hon diskennidi !
Ken pell hon eus gortozet !...
Setu digor bras an dazont !!!
Piv ’lâro din ne oa ket un hunvre ?
T.K. - Gouel Erwan 2015
Klozadur.

Albert BOCHÉ (1927-2012)
E boltred diwezhañ
An teuliad-mañ ne vefe ket bet savet hep goulenn Albert Boché.
An diskoulmoù ne vefent ket bet degaset hep kendivizoù 1974, sinet gant Per Denez, Ronan Huon ha Leon Fleuriot.
An emglev a ginnigomp d’an holl re a ra gant ar peurunvan a chom da vezañ kaset da benn.
Da gentañ, degemer an tri foent eus an emglev sinet e 1974 a denn d’ar peurunvan (an eizh all a denn d’ar skolveurieg).
Goude-se, reizhañ ar gerioù a rank bezañ reizhskrivet.
Ha netra kén !
N’eo ket un dispac’h, un adreizhadur ne lâran ket, mes unan a bouez evit kelenn an distagadur, rag ur yezh zo graet, da gentañ holl, evit bezañ komzet. An adreizhadur-se a zegaso muioc’h a unvaniezh en Emsav, da lâret eo muioc’h a efedusted.
Deomp da ziskouez hor bolontez vat, ez omp tud atebek o deus c’hoant da asur dazont ar brezhoneg.
Bodad-studi Dazont ar Brezhoneg